Page:Le Grand Albert - La Vie des Saints.djvu/605

Cette page n’a pas encore été corrigée
566
LA VIE DE S. KÉ.

C’hoas e oa eur c’hontre
Ebars en Enezen
Ennan e voa rouë
Eur prinç anvet Eugen
Eno oa un idol,
Henoret, brudet bras
Dreist o doueou oll ;
St. Ke en distrujas.

Var ar plaç ma oa bet
Statu an idol-se
Souden e oue savet
Un templ d’ar guir Doue
E vit rei testeni
A viquen d’al lignez
Oue ret d’ar gaou cedi
Eno d’ar virionez

D’e zisquibl St. Comgel
Pehini a garie,
E resolvas lezel
Sourci an ilis-se
Hac en a oue d’e dro
Evit Escob choaset
En eur guear eus e vro
A ioa Duleck anvet.

A ben ar fin uset
Gant an oll labouriou
En deoa prederet
Evit an eneou,
Da guenta e zeas
Da vouster Rosene,
Gouent var ar meas
Ebars en e gontre

Bet e oa e bro c’hall
Epad e iaouanquis ;
Dont a reas da sonjal
Distrei c’hoas var e guis
Evit clasq er vro-se
Eur plaç sioul ha distro
Da servicha Doue
O c’hortos ar maro.

En em gaout a eure
E bro ar Vretonet,
Pini a ioa neuse
An Arvoric anvet ;
E Leon e choasas
Ar c’hontre a Gleder
Hac eno e chomas
Ar rest eus e amser.

Gant un Ermit santel
An Anver St. Kerrien,
E vevas eno pell
Ebars er binijen ;
E clenvet pa goëzas
St. Ke voa var e dro
Hac en er sebelias
Goude ma oa maro.

Eus pevar pe bemp bloas
Araoc ar blas pempcant
St. Ke a dremenas
Evel ma varv eur Sant,
Joaus gant modesti,
Dibourve a vadon
Accablet a gosni
Ha leun a veritou.

Ervez a leverer,
E gorf oue anterret
Er barres a Gleder,
En eur c’horn ar veret,
E leac’h ma zeus savet
Pell goude e varo,
Eur chapel enoret
A zindan e ano

Miraclou alies
A gounter dre ar vro
Great epad e vuez
Ha goude e varo
Meurbed e zint squeudus
Eb beza gouscoude
Netra a estonus
Evit galloud Doue.

Doue a ell certen,
Gant e oll vadelez,
Eus e servicherien
Disquez ar santelez,
En despet d’an douetanc
Eus a ourgouil an dud
Libr eo e buissanc
En enr choas eur bnrzud.