Page:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/164

Le texte de cette page a été corrigé et est conforme au fac-similé.


XIV


MARO PONTKALEK.


( Ies Kerne. )


I.


Eur werzecn neve zo savet ;
War niarkiz Ponlkalek eo gret ;

Traitour ! ah !
Malloz d’id !
Malloz d’id !
 
Traitour ! ah !
Malloz d’id ! ah !

War markiz iaouank Pontkalek,
Ker koant, ken drant, ker kalonek

Mignon a oa d’ar Vretoned,
Abalamour aneo oa deuet ;
Traitour ! ah ! etc.

Abalamour aneo oa deuel,
Hag etre-z-ho oa bel maget.

Mignon a oa d’ar Vretoned,
D’ar vourc’hizien ne larann ket ;

D’ar vourc’hizien ne larann ket,
E zo a-du ar C’hallaoned ;

E zo atao kas gwaska re
N’ho deuz na madou na levé.